L'esprit de la Bretagne
dans des vins authentiques du vignoble de Nantes

Karta Endalc’hioù ar Winierien-Artizaned e Breizh

Mellad 1 :

Gant ar Gwinier-Artizan eus Breizh e vez gounezet ar gwin, dastumet ar rezin ha graet ar gwin en e winlec’h.

Mellad 2 :

Gant ar Gwinier-Artizan eus Breizh e vez heuliet pennaennoù al labour-douar poellek. Gouestlañ a ra tretañ an douar hag ar gwini gant evezh. Ober gant molekul bevzispennadus, tretañ hervez an amzer a ra ha chom hep ober re bewech. Evel-se e vez kinniget gantañ gwin graet gant an natur, yac’h evit ar c’horf hag ar spered.

Mellad 3 :

Gouestlañ a ra ar Gwinier-Artizan eus Breizh (G.A.B.) lakaat e derouer war-wel ha ne vo ket kinniget gantañ dindan al label “G.A.B.”gwin farlotet pe divlaz.

Mellad 4 :

Hor gwini a zo gwriziennet e Torosad Arvorig. Bouetaet int gant douar dibar Gwinieg Bro Naoned ennañ gneis, greunit, mika-skilt, ha kement all a vaenadoù n’eus ket par dezho. Lakaat a ra ar G.A.B. e holl galon evit ober d’e win ezteurel dibarelezh an douar ha korrhinad an arvor.

Mellad 5 :

Abaoe 845 emañ Gwinieg Bro Naoned e Breizh. Bez eo Bro Naoned unan eus 9 bro Breizh, skeudennet gant 9 bandenn gwenn ha du banniel Breizh. Gouestlañ a ra ar G.A.B. bezañ kannadour e vro ha kas war-raok sevenadur, istor, yezh ha douaroniezh Breizh, o teurel evezh bras ouzh Gwinieg Bro Naoned.

Mellad 6 :

Gwinoù Naoned hag en o zouez ar Muskadig, an hini priziusañ anezho, a oa gwinoù ezporzhiet abaoe kantvedoù gant hon hengoun bageal. Evit mont gant an hent-mañ e ra ar Gwinier Artizan e Breizh gant ar saozneg ivez en e vinvioù kehentiñ.

Mellad 7 :

Gant an dro-spered-mañ e vo degemeret mat gantañ an douristed a fell dezho dizoleiñ hor bro gant he hengoun hag he gwin.