Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned

Emezelit ouzh Gwinierien-Artizaned eus Breizh hag eus gwinieg Naoned

Kraflevr izili G.A.B. er stumm PDF

Emezeliñ ouzh Gwinierien-Artizaned eus Breizh a zegas deoc'h ar spletoù-mañ

Sur oc'h da gaout ur welusted vat war ar genrouedad dre hol lec'hienn.

Dre emezeliñ ho po ul lec'h personel war hol lec'hienn. N'ho po nemet skrivañ un destenn, gant un nebeud luc'hskeudennoù hag ul liamm war-du ho lec'hienn internet (m'ho peus unan).

Gant Gwinierien-Artizaned eus Breizh e c'hellit

- Labourat a-gevret gant obererien a bep seurt eus bro gwinieg Naoned.
- Adkadarnaat hoc'h identelezh naonedat ha breizhat.
- Addezlec'hiañ ar Muskadig evel ur gwin mor liammet gant ar broioù keltiek.

Dre ar c'henlabour-mañ ho po an tu da ziorren touristerezh ar gwin, ur marc'had hag a zo lañs bras gantañ dre berzh hor c'hevelerezhioù

Fellout a ra deoc'h emezeliñ ouzh Gwinierien-Artizaned eus Breizh, deuit e darempred ganeomp !

Top