Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned

Ur gwin eus gwinieg Naoned ankouaet anezhañ

Istor ur gwin eus Naoned

A rummad da rummad hag a-viskoazh eo bet feal ar Vretoned d'ar Muskadig.

Perc'hennet eo bet ganto evel o gwin dezho. Netra reishoc'h p'en em led gwinieg Naoned war Su pellañ Breizh. E pep lec'h e Breizh, met ivez e Montparnasse, karter breton eus Pariz, e veze boas an dud da zistouvañ, d'ar sul vintin goude an oferenn, boutailhadoù mat Muskadig en ostalerioù.

Kontrol d'ar rannvroioù all e Frañs lec'h ma vezer kustum da evañ pastis.

Ha ma veze evet gant ar Vretoned eus renkadoù ar bobl forzh gwin ruz a zeue alies eus Kreisteiz Frañs e oa gwelloc'h ganto evañ Muskadig evel gwin gwenn.

gwinieg Naoned

Ur gwin eus Naoned dinaturet

Abaoe 20 vloaz, diwar ur strategiezh dilezel breizhadelezh ar Muskadig evit mont a-du gant identelezh Traoñienn al Liger ez eus bet lakaet anezhañ da goll e wriziennoù hag aet eo fealded ar Vretoned ouzh o Gwinoù da goll ivez.

Heñvel e oa evit a sell ouzh hor c'hendirvi eus Breizh-Veur, ken diheñchet gant an diwriziennañ identelezhel-se ken ne anavezent ket ken ar Muskadig e-barzh ul "Loire Valley" gwall iskis.

Se zo kaoz eo bet krouet Gwinierien-Artizaned eus Breizh a-benn adstagañ gant hor marc'hadoù hengounel ha dic'haouiñ, keit ha ma vo tu ober, ar fazioù hag an dinac'hoù o deus degaset ar c'holloù marc'had a anavezomp hiziv.

gwin Naoned ha Breizh
Top