Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned

Izili Gwinierien-Artizaned eus Breizh

Holl anezho a zo entanet gant ar gwin ha gant Breizh. Tiegezhioù a-vent gant an den, hentennoù ha chemet liesseurt, gwinoù perzhioù dibar dezho...Diwar marelladur an teroueroù hag ar personelezhioù eo deuet dibarder gwinoù Breizh a-viskoazh.

Amañ eo chemet an tiegezhioù, treuzkaset a rummad da rummad, an nevezadennoù skiantel hag an entanoù hiniennel az a d'ober Muskadig, Gros-Plant, Kaberned pe Gwinoù roz.

An holl a laka en a-raok o c'harantez evit gwinieg Naoned, evit hec'h identelezh mor, hec'h istor, ken pouezus evit Breizh. Pell diouzh tabutoù ar bolitikerien e ouestl fetis izili Gwinierien-Artizaned eus Breizh produiñ gwinoù Breizh eus ar gwellañ, doujañ ouzh o zerouer ha buhezekaat liesseurted dibar hor gwinieg.

Lavreer-Botorel
Domani Hautes Noëlles

Domani Hautes Noëlles

P'en em gav rikted ar winoniezh a vremañ gant un hengoun familh a sav da 1650 eo ar wellentez a vez eztaolet dre gwinoù Breizh loreet ingal evit o frondoù puilh hag eeun war un dro. Un tañva entanus da winoù Breizh.

Lenn ar peurrest…
Maodilon

Gwiniegoù Chéneau

Er familh Chéneau e vez treuzkaset ar chemet a dad da vab abaoe nav rummad. Hiziv an deiz e vez kendalc'het gant Christophe ha Maxime Chéneau hengoun gwinierien Breizh. Embann a reont sklaer perzh breizhat o gwinoù.

Lenn ar peurrest…
Kerravaot

Domani al Lojeiz Bihan

E domani al Lojeiz Bihan e vez displeget chemet teknikel gwinierien Breizh dre un dibab ledan a winoù gwriziennet : gwinoù Breizh hengounel met ivez Kaberned Saovignon, gwin gwenn c'hwek, gwin pikant ha chug rezin.

Lenn ar peurrest…
Top