Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned

Rentañ-kont diwar lenn "Saveteomp ar Muskadig diouzh ur marv raktreset" gant ur sklêrijenned

Ha respont dre gomzoù dieub gant un teñvalaed.

Gant Romain Reval

Ma vefe ret kaout ur brouenn eus reizhded dielfennadurioù Alan Coraud e vefe roet unan vrav deomp gant ar rentañ-kont savet gant al lec'hienn Nalo Vegan diwar lenn e levr. Ur sintezenn, e-giz ma lavare Michel Audiard.

Miz Even 2015 : mont a ra bagadoù Mussolini dreist an Diwazh

Rentañ-kont Nalo Muskadig Coraud

Lavaromp krak-ha-berr n'anavezomp ket oberour ar rentañ-kont-mañ. Pe an oberourez. Pe an oberour-E. Ne ouzer ket kaer ken.

Ar "Straight Age" a amc'houl an oberour-E, un doktrin relijiel rigolius a vez berzet ganti evañ alkool ha debriñ loened. Dre-se e seblant an oberour-E bezañ bet taget a-daol-trumm gant ur stroñsadenn allergiezh eus ar re washañ diwar klevout kaoz eus Breizh e bro Naoned.

Tud tre eo ar Bapoued hag an Orangoutaned. Ar Vretoned n'int ket.

Ma vije bet anv eus talvoudekaat, evit an ezporzhiañ, identelezh Bobo[1] (ket hini ar "Marais") ar sorgo pe ar c'hotoñs eus Burkina Faso evit kendaoliñ da verzh mat ar broduerien ha gwarantiñ d'ar vevezerien kalite ur chemet hengounel ha, kredomp lavarout ar ger gros, identelezhek, en dije hejet hon dislavarer, e zaoulagad damgloz hag ur mousc'hoarzh war e vuzelloù, ezañsouer al Liesseurted dindan hor fronelloù dudiet a geodedourien ar Bed.

Evit an oberour-E, enepspesadeler ha vejetarian, dreist evel ho servijer, kement ha lavarout, n'eus mar ebet, ha studiet pizh eo bet ar fed gant an etologourien, ez eus eus kevredigezhioù, gant ar sevenadurioù a ziazez anezho, e-touez al laboused pe ar saout, koulz hag e-touez an dud pe ar marmouzed-meur all. Gant ar gourzhenebadurioù a c'heller ijinañ el lazhtioù...

Met evitañ, pa ne ra pobl Breizh nemet degas soñj eus hec'h istor hag eus hec'h identelezh, ha pa vefe en abeg d'an dreistbevañ ekonomikel (ur ger vil c'hoazh) ne c'hell nemet disteurel c'hwezh an touf "gladdalc'hel", "business" faskouridik pe "chouanerezh (...) chin". Netra nebeutoc'h.

Bororo ha bonobo, ya, kant gwech ya ! Bretoned ? Faskourien ! Nazied ! Etno un dra bennak ! Ne ouzer ket gwall gaer ken.

Pa n'anavezan ket ne gavan ket mat…

Er film "L'aile ou la cuisse" eo tapet Duchemin gant an antañva. Padal e teu a-benn da anavezout ur gwin nemet dre e liv ha da zidermeniñ ar blizen anezhañ. Dindan arouez ar "Straight Edge", oc'h embann haram pep died alkoolek, e hañval ganeomp gwelout an oberour-E, lemm e zaoulagad ha sidanek e vlev, o tougen, nemet diwar arselliñ ur voutailhad Muskadig ouzh gouleier pers e supermarc'had bio, un devarn hep engalv : ar Muskadig zo "ur piketez graet evit beuziñ ar marc'had".

Emaer o c'hortoz gant hiraezh hag anken mesk-ha-mesk e setañs reizh a vejetarian diwar-benn kalite anduilh ar Gemene pe emdroadur ar steak tartar e ti Kermene.

Gant Muskadig e trinke Hitler ha Staline

Evit hor c'heodedour eus ar Bed, pe eus ar C'hosmoz zoken, met, evel ma vez gouglevet gantañ e rubrikennoù e lec'hienn, gwriziennet start neoazh e donder humus hendadel e vro al Liger, degas soñj eus istor gwinieg Breizh ha talvoudekaat anezhi evit d'ar winierien bevañ diwar o labour zo un ober "kilstourmus" hag a zo kement ha "lidañ an terouer en ur mod faskour ha lonker". Pitiaoul ! Eus Chapel-Baz-Meur da Glison e chom an dud hep tennañ o anal. Emaer o kridiennañ er c'havioù-gwin. Emañ Pétain ha Hitler, o tont eus an Oktoberfest, o skrabañ ouzh an darzhell-gav. Kignen ! Dour benniget !

E-touez ar farouelled, lovreien ha skragnadennoù ofisiel pe damofisiel a weler o tibunañ hag o archediñ gwinieg Naoned a daolioù-gwidre bras...ne vanke deomp nemet ar mignon straight edge[2] sklêrijennet. Graet eo ar gra.

[1] Unan eus pobloù pennañ Burkina Faso eo ar v/Boboed, gant ar b/Peuled hag ar v/Mossied.

[2] Straight Edge, e saozneg, "tu an Eeunder", o taveiñ d'an dharma, e sanskriteg, "ar pezh zo eeun, reizh, ar pezh a zle bezañ". "Straight" a dalv ivez "nann-heñvelreviad" pe "nann-drammgaezhiad" e saozneg pobl. En lavarit e sanskriteg pe e saozneg met ket e brezhoneg dreist-holl...

Top