Bodañ a ra Gwinierien-Artizaned eus Breizh gwinierien entanet gant o micher, kizidik ouzh krafoù an endro ha lorc'h enno gant o naonedadelezh hag o breizhadelezh.
Dre m'eo bet ezporzhiet gwinoù Breizh abaoe kantvedoù e Rouantelezh-Unanet, en Izelvroioù, e Belgia hag er broioù skandinaviat ez eus bet skoulmet liammoù a vignoniezh en un doare naturel etre ar broioù mor-se, digor war ar bed anezho.
Ar Muskadig hag ar Gros-Plant eo ar gwinoù brudetañ eus gwinieg Naoned.
Amañ e vez produet ivez Kaberned, Gamay, Merlot, Pinot Du, Grolleau, Grolleau Gris ha Malvoezi. Ruz pe roz, dezho eo ar perzhioù dibar d'an tiriad-mañ eus Torosad an Arvorig ha da hin zous ar meurvor.
Diouzh berzhioù-diverzhioù an Istor hon eus ranket treiñ kein d'ar mor re alies.
Eus ar mor eo hor gwinoù, ar Muskadig eo ar vegenn anezho ha fellout a ra deomp adstagañ gant hon hengounioù a laka hor gwinoù da vezañ evel ur pont etrezomp ha pobloù ha sevenadurioù ar Bed.
Ho pediñ a ra Gwinierien-Artizaned eus Breizh d'ober pe d'adober anaoudegezh gant gwinoù ar vro-mañ e-kichen Naoned.