Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned

Gwinoù dave gwinieg Naoned

Ar Muskadig zo ur gwin eus al Liger… Atlantel

A-holl viskoazh eo bet ar Muskadig un dave e gwinieg Naoned. Boas eo an dud da evañ seurt gwin eus ar Morveur Atlantel gant pladennadoù boued-mor a glot mat-tre gant e freskted hag e vlaz frouezhek. Diwar un ungouennad e vez produet ar gwin-mañ eus gwinieg Naoned : melon Bourgogn an hini eo.
Ar winieg-mañ, an AOK dezhi, a zo 13 000 hektar enni, gounezet d'ober gwin gwenn evit ar braz anezho.

Plantet eo el lodenn greisteiz eus al Liger-Atlantel peurgetket.

Peurliesañ e vez evet ar Muskadig e-korf an tri bloavezh da-heul ar mendem met ar gwinoù gwellañ eus ar gwellañ blizennoù a c'hell bezañ miret e-pad ouzhpenn dek vloaz. Ar Muskadig a zo dezhañ ul liv gwenn gant adskedoù glas, ur gwin sec'h an hini eo, dezhañ frondoù bleuñv ha frouezh. Gellout a reer sevel anezhañ war wele ha souploc'h e vez neuze.

Ar mod-se d'ober gwin a ro da winoù fresk Muskadig ur freskted hag ur perlezañ dibar dezho.

Gros-Plant-bro-Naoned

Anavezetoc'h eo ar gwin-mañ dre an anv Gros-Plant , ur gwin eus al Liger koulz hag eus an Atlanteg, nes d'ar Muskadig. Sevel a c'heller anezhañ war wele. Dezhañ ez eus ul liv gwenn gant adskedoù glas ha frondoù bleuñv dreist-holl. Klotañ a ra mat-tre gant boued-mor an aod atlantel .

Eus Ankiniz da Bornizh en em led ar Gros-Plant war gwinieg Naoned en he fezh, war ouzhpenn 92 kumun.
Lavreer-Botorel, Gwaled, Kerc'haoueg ha Sant-Filberzh-Deaz eo ar poloù bras lec'h ma vez produet ar Gros-Plant.

Eus ar ouennad "Folle Blanche" e teu ar gwin-mañ, fresk ha perlezañ anezhañ, unan eus gwinoù ret gwinieg Naoned. Dre youl ar broduerien da wellaat kalite ar gwin o deus gellet kaout an anvadur AOGWDB (Anvadur Orin Gwin Dreist e Berzhded).

Ar Pinot Du

Er XVvet kantved e oa bet profet plant Pinot Du da Frañsez II, dug diwezhañ Breizh dizalc'h, gant dug Bourgogn. Ur ouennad nobl eo ar Pinot Du, lakaet war ar winieg-se gant Philippe an Hardizh e 1395.

E Breizh e oa bet plantet ar Pinot Du gant Frañsez II en e zomani. Diwar neuze e vo anavezet ar "Berligou" evel "gwin duged Breizh". Aet eo ar Berligou er-maez a c'hiz met gellout a reer gwelout un nebeud plantennoù anezhañ e Mirdi ar Winieg e Naoned.

C'hoant ganto adstagañ gant an hengoun gwinierezhel a oa anezhañ da vare Breizh dizalc'h e vez meur a winier o tiorren produiñ ur winieg Pinot Du.

Ar Gamay Roz

Evit a sell eus Ar Gamay Roz eo deuet a-benn, dre wriziennañ e Gwinieg Naoned, da dapout perzhioù gwall zibar. Ur gwin skañv eo, frondus-kaer, hag a c'heller evañ e-doug ur pred a-bezh, dre ma klot ervat gant meuzioù liesseurt, pe fresk mat pa vez un devezh heol.

Top