Izili Gwinierien-Artizaned eus Breizh
Holl anezho a zo entanet gant ar gwin ha gant Breizh. Tiegezhioù a-vent gant an den, hentennoù ha chemet liesseurt, gwinoù perzhioù dibar dezho...Diwar marelladur an teroueroù hag ar personelezhioù eo deuet dibarder gwinoù Breizh a-viskoazh.
Amañ eo chemet an tiegezhioù, treuzkaset a rummad da rummad, an nevezadennoù skiantel hag an entanoù hiniennel az a d'ober Muskadig, Gros-Plant, Kaberned pe Gwinoù roz.
An holl a laka en a-raok o c'harantez evit gwinieg Naoned, evit hec'h identelezh mor, hec'h istor, ken pouezus evit Breizh. Pell diouzh tabutoù ar bolitikerien e ouestl fetis izili Gwinierien-Artizaned eus Breizh produiñ gwinoù Breizh eus ar gwellañ, doujañ ouzh o zerouer ha buhezekaat liesseurted dibar hor gwinieg.