Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned

Keleier gwinieg Naoned ha Gwinierien-Artizaned eus Breizh

UN TIRIAD HA TUD : Emgav e bro ar Muskadig gant Alan Coraud

Rentañ-kont diwar lenn "Saveteomp ar Muskadig diouzh ur marv raktreset" gant ur sklêrijenned

Ha respont dre gomzoù dieub gant un teñvalaed.

Lenn ar pennad-skrid.

Tennad eus al levr gant Alan Coraud "Saveteomp ar Muskadig diouzh ur marv raktreset"

Evit a sell eus Komision Europa, ha degemer a raio-hi e vefe roet d'ur vro un anv ha ne glotfe ket gant ar gwirvoud ? Ha ne zegasfe ket d'he zro ar c'heal a « glask touellañ » hag a blij kement d'ar velestradurezh c'hall ? En taol-mañ e vefe reizh koulskoude. Dav e vefe bezañ e sell da gas un ober en tu-se. Ha pa ne vefe gwall galonekaus respont kentañ Komision Europa, nann ofisiel anezhañ.

Lenn an tennad er stumm PDF

(...) Neuze, pa vez klasket gant metoù zo, en amzer hiziv, terriñ skeudenn vreizhat holen Gwenrann ne c'hellomp nemet keuziañ rak an nac'helouriezh-se.
Ar mennozh, ken dispar anezhañ, a oa lakaat neuze en hevelep aozadur micherel, ha gant an hevelep difrae a-fet marketing, holen Gwenrann, hini Enez Re ha hini Enez-Her, dindan ar banniel « Holen eus an Atlanteg ». Gwell a se e oa bet awenetoc'h ar baluderien eget ar winierien ha nac'het o doa koll o identelezh (...)

Lenn an tennad er stumm PDF

Ar merk Gwinieg Naoned war ar Gwiad !

Deuit da seurfiñ war lec'hienn internet Gwinig Naoned er chomlec'h-mañ : www.levignobledenantes-tourisme.com

Eno e kinnig ofis an touristerezh ar merk "Ti amo, Gwinieg Naoned" hag ar binvioù kehentiñ nevez evit michereien an touristerezh.

Ma fell deoc'h kas keloù deomp diwar-benn un darvoud pe ur vodadeg e gwinieg Naoned, na dermit ket da vont e darempred ganeomp

Gwinieg Naoned he deus he banniel dezhi !

banniel gwinieg Naoned

Setu banniel Bro Gwinieg Naoned. War-lerc'h hini Bro-Raez, hini Bro-Ankiniz,
e vanke hini Bro Gwinieg Naoned betek m'eo bet krouet gant ar c'henstroll evit brudañ Gwinieg Naoned.
Gant ar c'henstroll-mañ eo bet krouet ar banniel, eilet gant arbennigourien war an ardamezouriezh ha gant meur a oberer ekonomikel.


Evit gouzout hiroc'h na dermit ket da sellout ouzh ar pennad-skrid-mañ

Al levr gant Alan Coraud Saveteomp ar Muskadig

Saveteomp ar Muskadig ha gwinieg Naoned !

Diwar zielfennañ an abegoù o deus degaset an enkadenn-mañ e vez diskuliet gant an oberour ar steuñvioù diwriziennañ sevenadur an tiriad-mañ gant ensavadurioù publik zo (Stad ha rannvro « Broioù al Liger ») ha gant dilennidi n'o deus ket termet da rivinañ ur vicher en he fezh evit tizhout o fal : lakaat un identelezh artifisiel anvet « ligerat » da dalvezout e-lec'h breizhadelezh poblañs al Liger-Atlantel.
Diwar seurt politikerezh fallakr eo bet kaset ekonomiezh ar vro da get ha deuet an disparti gant ar vevezerien istorel : Breizhiz, Belgiz, Saozon ha kement zo.
Reiñ a ra an oberour, gwellwelus a-youl-gaer anezhañ, roudoù evit adkavout ul lusk adc'hounit dre berzh ul label « gwin Breizh » talvoudekaus-kenañ. Gant al levr-mañ e vo piket kalon an dud sot gant ar gwin, koulz ha kalon ar Vretoned ha reoù all sot gant Breizh.

Gwinier e bro Naoned eo bet Alan Coraud, maer Kerravaot (eus 2008 da 2014), koulz hag unan eus izili diazezerien ofis touristerezh Bro gwinieg Naoned.
Hiziv an deiz emañ o ren un ajañs marketing-kehentiñ arbennikaet war an touristerezh.


8,50 € + 3,00 € evit ar mizoù-kas

Urzhprenit anezhañ adal bremañ

Top