Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned
mendemoù ar gwini maezioù Breizh
rezin gwin gwenn muskadig
boutailhadoù en ur c'hav gwinier
gwerennad muskadig Breizh
mirout ar gwin e barrikennoù
gwinoù Breizh stouvet gant lij

Gwinierien-Artizaned eus Breizh, tud entanet e gwinieg Naoned

Ur powerpoint gant ar roadennoù diwezhañ sifret diwar-benn brud Breizh

Gwinierien e-kichen Naoned

Bodañ a ra Gwinierien-Artizaned eus Breizh gwinierien entanet gant o micher, kizidik ouzh krafoù an endro ha lorc'h enno gant o naonedadelezh hag o breizhadelezh.

Dre m'eo bet ezporzhiet gwinoù Breizh abaoe kantvedoù e Rouantelezh-Unanet, en Izelvroioù, e Belgia hag er broioù skandinaviat ez eus bet skoulmet liammoù a vignoniezh en un doare naturel etre ar broioù mor-se, digor war ar bed anezho.

Gwinoù Breizh

Gwinieg Naoned, un dave a-fet gwin gwenn

Ar Muskadig hag ar Gros-Plant eo ar gwinoù brudetañ eus gwinieg Naoned.

Amañ e vez produet ivez Kaberned, Gamay, Merlot, Pinot Du, Grolleau, Grolleau Gris ha Malvoezi. Ruz pe roz, dezho eo ar perzhioù dibar d'an tiriad-mañ eus Torosad an Arvorig ha da hin zous ar meurvor.

Gwinoù luskellet gant ar meurvor Atlantel

Diouzh berzhioù-diverzhioù an Istor hon eus ranket treiñ kein d'ar mor re alies.

Eus ar mor eo hor gwinoù, ar Muskadig eo ar vegenn anezho ha fellout a ra deomp adstagañ gant hon hengounioù a laka hor gwinoù da vezañ evel ur pont etrezomp ha pobloù ha sevenadurioù ar Bed.

Ho pediñ a ra Gwinierien-Artizaned eus Breizh d'ober pe d'adober anaoudegezh gant gwinoù ar vro-mañ e-kichen Naoned.

Hor c'hevelerien
Pâtisserie La Blanche Hermine
Association Breizh 5/5 réunification de la Bretagne
Les Chemins de Jules Verne
Côtes et quais conserverie du Pays de Retz
Yoran Embanner Editeur de livres bretons
Agriculteurs de Bretagne association sur l'agriculture bretonne
Koro Marketing Agence de communication dans le vignoble nantais
Top